Dans cette ville de province qu’on appelle Paris…
Jules Barbey d’Aurevilly
Paris, n’eo da c’houzout da zen,
Zo ur paotr gant ur canotier war e benn
Stardet ouzh fringell
Ar wellañ tavarn,
Ha, re alies,
E welot e ti Maxim’s
E zoareoù balc’h,
E zaoulagad fac’h,
O kuzhat e gudennouigoù
A-dreñv d’ur pikol kinkladur
Ken rannvroel, ken parizian.
Paris, an holl a oar,
Zo ur chañsonier c’hwitet,
Ur barzh kozh milliget,
Ur briz-livour.
Dindan e neñv teuc’h,
E vreutae gant Jean-Paul,
Er Café de Flore.
Lavaret e vez e voe
Serc’heg diwezhañ Piaf
Kent d’an akordeoñs klemmvanus
Tevel da viken.
Dezhañ avat,
Petra fell deoc’h,
Ne c’hellan ket pardoniñ
En ur vousc’hoarzhin madelezhus,
Pa lavaran : « D’ar Conflent…
Ez eilger : « d’ar Su…
En ur lakaat da redek e bluenn,
E varr-livañ pe e notennoù
Evel ar muntrer
A lakfe da redek e voledoù
War ma bro.
Trad. Yann-Ber Quirion