Roger a Aurillac
Trad. Patrick Dréan.
Chabistr 1 : NOZ SEDER
An deiz kent eo e oa bet kroget an traoù, rak ne c’hoarvezh tra ebet hep na vehe ur rakc’hoari bennak. Gouiet a raen ne oa ket preder ur c’hont sellet doc’h ar stered ha dre guzh e oan krapet betek tour uhelañ ar c’hastell, da vamiñ dirak Kasiopeia.
Gouez d’hon abad madelezhus e oa rekis he c’hlask a-zehoù d’ar C’harrig-Kamm, tre edan ar steredeg Kefeüs, e oabl an hanternoz; ha get e soñjoù bev-mat em spered, e oan prest da arvestiñ doc’hti.
Ne oan ket bet pell e-raok he c’havout: aze e oa, lugernus, evel barvenn lemm ur c’hlezeañ ne vehe bet biskoazh c’hoazh é regiñ ar c’hig. Aet oan d’am gwele en-dro goude bout bet un herrad vat é sellet doc’hti, ha, ma daoulagad é vurlutiñ c’hoazh get he sked, e oan en em serret klet em lañjer. An noz-se, kentañ gwezh din a-c’houde ma oan distroet d’ar c’hastell, e oan daet da benn a gousket, a-benn fin ar gont. Ha keneve d’ar roñsed a oa é skrimpellat tro-ha-tro d’ar fozell da c’houloù-deiz ne vehen ket bet é tiblouziñ ken abred.
Ar vagerez, doc’h ma c’hlevet, a yeas timat da adtommiñ ma dilhad evel ma rae en-dro a-zebri ma oan distroet. En despet d’ar santadur c’hwek en em lede àr ma c’hroc’hen e oan lakaet diaes ken-ken, rak m’he doa kroget en-dro get kustumoù ma bugalerezh hep goulenn ma soñj genin. Met ne gavis ket ar feson da lâret tra ebet dezhi a-ziàr kement-se.
Kentizh ma tigoras ma gward an hent dezhi e welis he c’horf, un tres feuket dezhañ, é tostaat betek bout paravis din. Un herradig e kredis e oa ur gourglezeañ en he dorn, edan he c’habig, hag e oa he soñj er sankiñ em bruched – ha marse he deus graet, hep gouiet dezhi. Neoazh, e-lec’h fardiñ àrnin e kouezhas e-harz ma zreid, dinerzhet-kaer.
-Kont a Aovergn, daet on da c’houlenn geneoc’h barniñ !
Dre anien em eus klasket selloù ar c’hont, ma zad, hep o c’havout. Re ma breur pas muioc’h, akourset evel mand eo da gemer e blas pa ne vez ket aze. Neuze em eus taolet meiz e oa me ar C’hont a oa an intron é komz doc’htoñ, hag e oa genin e c’houlenne barniñ, an hani a oa dle dezhañ lakaat al lezennoù da vout sevenet e kontelezh Souvigni betek mammennoù an Tarn. Hag hed-ha-hed ma livenn-gein e redas ur boanius a hirisadenn.
Ar mintin-se da darzh an deiz, ha n’eo ket an deiz ma oa marvet ma zad, e oan daet da vout Kont a Aovergn: un enor, hag un dever sakr. Goude un toullad nozioù digousk he deus sikouret Kasiopea genin da gousket, ha biskoazh ne oa ket bet ken spis ma spered é tihuniñ a-hed pevarzek bloaz kentañ ma buhez. A-benn taol fin em boa komprenet gerioù ma c’hulator, Raymond a Gampllong, an deiz ma oa daet d’am c’hlask da vanati Sant-Jiraod.
– Breur Roger, marv eo ho tad, ha aet eo ho preur d’e heul àr e dalaroù mantrus. A-benn bremañ eo c’hwi ar C’hont nevez a Aovergn. Ne faot ket ma vehe gwelet tra en ho taoulagad, ha pa vehe spurmant damruz an daeroù hepken. Soñjit pegen bras e vehe fouge anemized ho tad, p’ho kredehec’h gwan ha bresk ?
Ha get e c’herioù é tassoniñ c’hoazh em spered em eus lakaet an intron da sevel. Sellet em eus doc’h he daoulagad mouk, ha roudoù violet a rae an dro anezhe edan ar blevigennoù-daoulagad. Karget e oant ag ur boan divent, tre da dreuziñ ho ene. Intañvez dija d’he oad, ha me ur bugel c’hoazh, hag a laoske he magerez bet d’er gwiskiñ !
-Savit en ho sav, Gwenn, ur vaouez e begin ne zle ket en em zispriziiñ dirak un Aotrou, ne vern pegen uhel e vehe e renk.
Ha setu aet evel-se an intron ha displeget he diaezamantoù din, sikouret get he mevel feal. Goude bout bet é selaou doc’hti e kinnigis dezhi kavout gwasked em c’hastell, en etretant ma en vode ar C’huzul evit diviz a-ziàr an afer. Rak ne oa ket gwall aes lâret ar justis en un degouezh evel an hani a oa é tisplegiñ.
[…] http://blocs.xtec.cat/assaig/brezhoneg-2/roger-a-aurillac/ […]
[…] http://blocs.xtec.cat/assaig/brezhoneg-2/roger-a-aurillac/ […]